en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Chez Monique : ur gouel benelour ha queer troet war al lennegezh

Chez Monique : ur gouel benelour ha queer troet war al lennegezh

Digwener ha disadorn e oa bet dalc'het ar festival Chez Monique e Lokmelar. Ur gouel benelour ha queer e Menez Are, digor d'an holl. An eil gwech eo e veze dalc'het ar gouel-se, goude Berrien warlene. Tem ar bloaz-mañ a oa ar gerioù hag ur plas brav a oa bet graet d'ar skrivagnerezed ha skrivagnerien queer, met ivez d'ar slam da skouer pe d'al lennadennoù c'hoariet. Posupl e oa ivez kemer perzh e atalieroù skritur ha gwelet arvestoù e leiz, evit ma tispleg ur festivalourez...


Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Ar gouel « Chez Monique » a oa aozet gant kevredigezh ar stal-levrioù « Les Guerrillères », a zeuio da vezañ ul levraoueg e Brest.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio